Dastumad danevelloù brudet-kaer Jakez Riou. Diwar Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all. Emb. Al Liamm, 1957, embannadur kempennet amañ gant Per Denez.
Un danevell skrivet gant Youenn Drezen e 1929, mesket enni an Istor bras (koulz an Dispac'h) ha mojenn Kêr Is. Embannet e-barzh Al Liamm e 1965, hag e-barzh Mojennoù ar marv e Breizh Izel hag e Breizh Uhel, An Alarc'h embannadurioù, 2013
Ar romant avanturioù hollvrudet, skrivet gant Robert Louis Stevenson, ar skrivagner skosat.Lakaet e brezhoneg gant Yeun Ar Gow, en ur stumm eeunaet un tamm, evit ma vo aesoc'h d'al lennerien (ha selaouerien !) yaouank.Emb. Al Liamm 1997, skeudennoù gant Tudual Huon.
Ur gontadenn eus Bro Dreger, dastumet gant Fañch An Uhel e Pluned, digant Marc'harid Fulup, e 1868. Tennet eus Kontadennoù ar Bobl 2. Emb. Al Liamm, 1985.
Degemer mat deoc'h war Lennadenn !, ul lec'hienn gouestlet d'al lennegezh e brezhoneg. Kemer ul levr, en em staliañ aes ha brav, treiñ ar pajennoù hag en em laosker da vont e-barzh... Pebezh plijadur !
Met Lennadenn ! a ginnig deoc'h mont e bed al levrioù en ur mod all : selaouit an istor a zo bet skrivet gant ar skrivagner, an istor a gont deoc'h !
Bezit evel an dud, gwechall, e korn an oaled, o selaou ar c'honter ; deuit da vezañ en-dro ar bugel a selaoue al levrioù lennet dezhañ gant e dud...
Un doare all da reiñ buhez d'al lennegezh vrezhonek !
War Lennadenn ! e c'hallfet pellgargañ levrioù da selaou, levrioù audio e brezhoneg : romantoù, danevelloù, kontadennoù hengounel... troidigezhioù, oberennoù klasel lennegezh ar bed pe krouidigezhioù skrivagnerien vreizhat... levrioù kozh pe lennegezh a-vremañ...
Kredit 'ta selaou ul levr mat !
Notit mat ne gavfet ket war al lec'hienn-mañ kroudigezhioù liesvedia, gant trouzioù, bommoù sonerezh... met levrioù audio rik : testenn ar skrivagner, mouezh al lenner... tra ken ! D'ar selaouer d'ober ar peurrest, da santout, da welet, da glevet ar pezh a gar dre e faltazi... evel gant ul levr paper !